Marc'h Troia

Ambrougadeg ar marc'h e Troia
Giovanni Battista Tiepolo ~1760
Marc'h implijet er film Troia (2004).

Istor marc'h Troia zo unan eus abadennoù brudetañ Brezel Troia, danevellet er meurgan latin anvet Aeneis, gant ar barzh roman Virgilius, hag ivez gant Dionysios, ar Pseudo-Apollodoros ha Kointos Smyrnaeos‎.

C'hoarvezout a ra an darvoudoù goude diwezh an Ilias, savet gant Homeros hag a-raok e Odysseia. Ur gwidre e oa da reiñ o zu d'an Akeaned da gemer Troia ha d'he distrujañ.

Goude ur seziz dek vloaz en aner e sav an Akeaned ur pikol marc'h prenn goullo diwar intrudu Odysseüs, ha kuzhat a reont 30 brezelour eus an dibab e-barzh. Van a ra ar re all da vont kuit d'o bro gant o listri hag an Droianed a gas ar marc'h en o c'heoded evel un arouez-trec'h. Da noz e tiskenn ar vrezelourien diouzh ar marc'h hag e tigoront porzhioù ar geoded da beurrest arme Agamemnon, distroet dre guzh e-kreiz an deñvalijenn. Distrujet eo Troia penn-da-benn hag echuiñ a ra Brezel Troia.

En hengoun Henc'hres e veze graet Δούρειος Ἵππος, Doúreios Híppos, ar "marc'h prenn", eus marc'h Troia e rannyezh Homeros.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne